![]() |
HAG-EÑ E C’HELL AR STERED
STURIAÑ HOR BUHEZ ?
|
SOMMAIRE.
I - KEVRINOÙ TEÑVAL AR STEREDOURIEZH
II - EUS AR STERENN DA STEREDENN AR VAJED
Kalz kempredidi dimp a glask rekour ar planedennoù evit gouzout o chañsou da c’hounit er redadennoù, en aferioù pe en amourousted, er politikerezh hag er skiantoù zoken..
Gant
petra emañ o klotañ an arouezioù-se ? Spislec’hioù
en oabl, ha netra ken, merket gant un teskad stered anvet « steredeg
», miret er spered en ur stumm skeudennel pe luniek : ar pesked, ar valañs...
Ar steredegi-se en em ziskouez war ur riblenn en oabl anvet « kelc’hdrova
», d.l.e. an hent a seblant heuliañ an heol e-kerz ur bloavezh
war volz an oabl steredennek. Ar riblenn-se eus an arouezkelc’h a zo a 16
derez 60 munutenn a led, pe 8 derez 30 munutenn a bep tu eus steuñv
ar c’helc’hdrova. An holl blanedennoù o treiñ evel an douar
en-dro d’an heol - nemet Pluton - a vez gwelet ivez er riblenn-se eus oabl
en arouezkelc’h. Evel-se, hervez mareoù ar bloaz, e sav an heol da
veure er steredeg-mañ-steredeg eus an arouezkelc’h.
Reizhiad
ar steredourion n’eo ket gwir. Gwir eo ez eus eus steredegi, anezho sinoù
an arouezkelc’h. Hogen, e-kerz an amzer, ne sav ken an Heol en hevelep
sinoù eus an arouezkelc’h. Un dilec’h a n, ur miz evit gwir, a c’hoarvez
bep daou vil bloaz. N’heller ket eta lavarout emañ ar steredeg-mañ,
ar sin-mañ eus an arouezkelc’h, o tevoudañ abaoe milvedoù
temzoù-spered an dud er stumm-mañ-stumm. Diwir eo diazezañ
an displegadurioù steredouriezhel war regennadoù stered o kemmañ
gorrek, met diarsav.
Disoc’hoù drastus-meurbet a c’hell c’hoarvezout en ho puhez speredel goude darempredoù gant gwelourion ha steredourion. Merzomp e-touez an disoc’hoù drastus-se : an dallentez speredel, an dristidigezh, an dic’hoanag, an arvar e-keñver karantez Doue evidomp. N’hellomp ket displegañ an arvez-se el levrig-mañ. Evit pareañ ez erbedomp dioueriñ ar pleustradennoù-se, kofesaat, goulenn an dieubidigezh hag al levenez digant an Aotroù, azeuliñ Jezuz-Krist er Sakramant Santel, Jezuz-Krist, gwir Doue ha gwir den. Eñ eo hon Dieuber, hol levenez, hor goanag.
| « Berrboell eta dre natur an holl
dud na oa ket enno anaoudegezh Doue ha na oant ket bet, diwar ar madoù
gwelus evit anaout an Hini-a-zo, nag evit spurmantiñ an oberour dre
eveshaat ouzh an oberennoù. Met an tan, pe an avel, pe an aer link, pe ar volz stergannek, pe an dour diroll, pe gouleier an neñv, eo o deus sellet evel doueed, mistri ar bed !
Mard eo, boemet gant o c’haerder, o deus kemeret anezho evit
doueed,
Ha mard eo gant o galloud hag o oberiantiz ez int bet saouzanet, Fur 13, 1-9 |
Deurus-tre
eo ar goulenn-se. Evel-just hon eus displeget endeo ar pezh a zo o vont da
reiñ an tu dimp da ober an diforc’h.
| Ar Skiant ha Steredenn ar Vajed. |
|---|
| Hervez lod steredourion an amzervezh, edo Sadorn sterenn-argel Israel, ha Yaou ur blanedenn roueel. Padal o deus kejet Yaou ha Sadorn div wech er bloaz -6, ar pezh en defe gallet reiñ lec’h da imbourc’h ar Vajed. En destenn, end-eeun, e tec’h ar steredenn diwar-wel e-pad ur pennad-amzer. Ar gejadenn-se a zo bet studiet gant David Hughes eus skol-veur Sheffield ha gant Fulup Veron eus Arsellva Pariz. Bez ez eus ivez ur gejadenn etre ar planedennoù Gwener ha Yaou er bloaz 2, d’an 8 a viz kerzu, hag er bloaz -1, d’ar 17 a viz mezheven. Erziwezh ez eus ivez goulakadur ur waskadenn war Yaou gant al Loar er bloaz -6. Gouzout a reer ivez e gwir ez eo lakaet deiziad ganedigezh Jezuz-Krist etre -6 ha +1, hervez an daveoù istorek. |
| « Deuit davedon, c’hwi holl hag a zo skuizh hag a bleg dindan ar bec’h, ha me ho tivec’hio..., rak dous on hag izelek a galon » (Mz 11,29) |
| « Setu teltenn Doue e-touez an
dud ; ha kampañ a ray en o zouez ; hag int a vo e bobloù, hag
eñ, Doue, e-unan, a vo ganto. Ha disec’hañ a raio pep daeraouenn
diwar o daoulagad ; hag ar marv ne vo mui anezhañ ; na kañv,
na garm, na gloaz ne vo mui anezho, dre ma’z eo tremenet ar bed kentañ.
»
Disk, 21,3 4 |
Diskuliadur Sant Yann eo al levr diwezhañ eus ar pezh a anver, gant an Avieloù hag al Lizhiri, an Testamant Nevez.